Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Dielloù: Meurzh 2009

Kanomp asampl!

olivier 31/03/2009 @ 16:27

kanompbilans.png

Prezegenn Daniel Doujet a-ziàr skridoù Job Jaffré

olivier 30/03/2009 @ 18:40

job.png

Un tregont bennak a dud 'zo deuet d'ar yaou 19 a viz Meurzh, da selaou prezegenn Daniel Doujet, kelenner e Skol-Veur Roazhon, a-ziàr skridoù Job Jaffre, bet tolpet get ar c'helenner ul lodenn gentañ anezhe en ul levr:  "Etrezomp e Brezhoneg".

Une trentaine de personnes sont venues le jeudi 19 mars à la salle Sten Kidna, pour entendre la conférence de Daniel Doujet, professeur à l'université de Rennes 2, sur les écrits de Job Jaffré, dont une première partie a été réunie par le conférencier dans "Etrezomp e Brezhoneg" ("Entre nous en Breton").

Stal-labour arzoù plastek

olivier 30/03/2009 @ 18:17

arzplastek.png

D'ar 14 a viz Meurzh ez eus bet ur stal-labour arzoù plastek e sal Kerlenn Sten Kidna. Pemp den deuet ha tri bugel ag ar skolioù divyezhek 'zo deuet da gemer perzh en abadenn, da zeskiñ gober traoù get "paper gleb".

Le samedi 14 mars, le Cercle Sten Kidna proposait un atelier arts plastiques en breton. Cinq adultes et trois enfants des écoles bilingues sont venus apprendre à réaliser des objets en papier mâcher.

Aet eo Priz Sten Kidna get "Etrezek an Enez", Mich Beyer

olivier 30/03/2009 @ 15:58

prizstenkidnafin.png

Ar staj "gober en-dro d'al liorzh" get Roger Morgan

olivier 12/03/2009 @ 15:18

p1000253-1024x768.JPG

Un degad a dud eh omp bet é heuliiñ Roger Morgan disadorn tremenet evit un enderviad re verr d’hor soñj ! A-dreuz tier-gwer ha liorzhoù lise Kerplouz hon eus desket penaos hadiñ gran hep diskoufi, d’ober legumaj pe bokedoù, penaos diholpiñ gwez-frouezh ha bodoù. E-kreiz ar liorzhoù eh eus ur c’hastell, bihan met bravik a-walc’h, lec’h ma chom frered àr o retred. Nag ur chañs hon eus bet monet da vale en o jardrin privez; aze hon eus dizoloet traoù a-bouez evit lakaat ur wezenn-avaloù da roiñ ar muiañ a frouezh. E park Kerplouz e c’hellit kavout soñjoù evit kempenn jardrinioù bras pe bihan, get murioù, reier, poulladoù dour ha kement tra zo… Digor eo d’an dud, dait c’hwi ivez d’ober un dro eno.

p1000258-1024x768.JPG

Nous étions une dizaine de personnes à suivre Roger Morgan samedi dernier pour un après midi trop court à notre goût ! Tout en traversant les serres et les jardins du lycée de Kerplouz, nous avons appris à planter des graines, pour cultiver des légumes ou bien des fleurs, à tailler les arbres fruitiers et les arbustes. Au milieu des jardins, il y a un château, petit mais assez beau, où des frères viennent passer leur retraite. Nous avons eu la chance de pouvoir visiter leur jardin privé, et là, Roger nous a montré les gestes importants pour faire en sorte que l’arbre fruitier donne le plus possible de fruits. Les jardins de Kerplouz peuvent vous donner des idées pour aménager votre jardin, qu’il soit petit ou grand, avec des murets, des pierres, des trous d’eau, etc. Il est ouvert à tous, allez donc y faire un tour !

 

Dominique Bertrand

Ar romantoù àr ar renk evit priz lennegel Sten Kidna

olivier 05/03/2009 @ 15:34

rolllevriou.png