Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Dielloù: Mae 2009

An tri arzh

olivier 20/05/2009 @ 14:09

antriarzh.jpgKontadenn "An Tri Arzh" a zo bet embannet get TES nevez 'zo. Al levr 'zo bet skeudennaouet a-feson get Enora Thépaut, hag enrollet eo bet ar gontadenn (ur CD a ya da heul al levr) get un nebeut tud ag ar Gerlenn e studioioù Radio Bro Gwened. Posubl eo deoc'h e breniñ e sal ar Gerlenn (12 euro).

Le conte "An tri Arzh" (une adaptation en breton du conte Boucle d'Or) est paru il y a peu chez TES. Le livret est fort bien illustré par Enora Thépaut, de plus le conte a été enregistré par quelques membres du Cercle Sten Kidna (un CD accompagne le livret) dans les studios de Radio Bro Gwened. Vous pouvez vous le procurer au local du Cercle (12 euros).

Troiad bale dre Bourc’h Pleuwigner.

olivier 11/05/2009 @ 15:10

dsc07108-1024x768.JPG

Un 30 a dud a oa daet disadorn paseet (09.05.2009) da vale dre greiz bourc’h Pleuwigner. Get harp fotoioù kozh e oa tu enta gwelet sklaer ar chenchamantoù a zo bet a-hed ur c’hantvlead ; gwelet da skouer penaos emañ bet skarzhet an dud ag ar plasennoù evit gober lec’h d’an otoioù da barkiñ, stanket puñsoù zo, uhelaet live ar straedoù, plantet gwez ha bokedoù «d’ober brav»…Hep komz ag ar savadurioù diskaret, nevez savet pe adkempennet. Gras d’ar Bleuwignerezed, niverus er vandennad, eh eus bet tu ivez da zeskiñ ur yoc’h traoù a-zivout an dud a veve en tier-se hag a-zivout ar vuhez gwezharall dre vras. 

Une trentaine de personnes sont venues marcher, samedi dernier, dans le bourg de Pluvigner. En s'appuyant sur d'anciennes photos, chacun a pu constater combien le bourg s'est transformé durant le siècle passé. Regardez donc, par exemple, comment les hommes ont  été chassés des places au profit des voitures qu'on y parque, des puits ont été bouchés, le niveau des rues a été élevé, et des arbres et des fleurs ont été plantés ici et là. Sans parler des bâtiments détruits, nouvellement construits ou bien rénovés. Grâce aux Pluvignoises, venues nombreuses, on a pu aussi apprendre une foule de choses sur ceux qui vivaient dans ces maisons, et sur la vie d'autrefois en général.