Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

An Dasson n°69

 

sans-titre.jpgAn Dasson 69 : 

Deuet eo er-maez niverenn 69 ag An Dasson, ar  gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc’h a bep seurt èl-kustum : ur pennad a-zivout stad an natur e-pad ar mizioù du get Patrig Dréan, tri istor farsus hag ur pennad-kaoz get ar skrivagner Yann-Bijer, a-ziàr ar pezh a ra danvez e levr diwezhañ « Avel Gornôg », da lâret eo buhez ar Vigouterien àr-lerc’h ar brezel-bed kentañ, met ivez un dastumeg lârennoù nebeut anavezet, pe nebeut implijet get an dud hiziv an deiz bepred, bet  kavet aze hag ahont get Patrig Dréan e-ser e lennadennoù. Kavout a reoc’h ivez un atersadenn e galleg get Jean Bonnefon - konter, kaner ha kazetenner anezhañ a stourm evit ar sevenadur okitan - a-ziàr dazont ha perzhioù dibar ar yezhoù rannvro. Hag a-benn ar fin, ur rummad en-dro d’al levrioù ha d’ar pladennoù, ha div fablenn skrivet get Isabelle Pellé ha troet get Gilles Pennec, a c’helloc’h lenn a-barzh. An Dasson niverenn 69 a c'hell bout prenet e stalioù levr 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (an Alré); Stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré); pe e Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.

An Dasson 69 :
Le numéro 69 d’An Dasson, la revue bilingue éditée par le cercle Sten Kidna, vient de paraître. Vous y trouverez comme à l’habitude des articles traitant de sujets divers : le premier, de Patrig Dréan, vous propose une promenade en forêt durant les « mois noirs », et vous invite à regarder d’un peu plus près la flore qui s’y développe à cette époque de l’année ; vous pourrez y lire trois histoires drôles et un entretien avec l’écrivain Yann Bijer, sur ce qui fait la matière de son dernier roman « Avel Gornôg », c’est-à-dire le quotidien des Bigoudens après la première guerre mondiale, mais aussi, un recueil de quelques phrases en breton peu connues, ou tout du moins peu usitées au jour d’aujourd’hui et glânées par Patrig Dréan au gré de ses lectures. Avec l’aimable autorisation du quotidien « La Croix », nous avons pu reproduire un entretien traitant de l’avenir et de l’importance des langues régionales, avec Jean Bonnefon, conteur, chanteur et écrivain qui oeuvre pour le développement de la culture occitane. Enfin, une rubrique y est consacrée aux livres et aux CDs, et vous pourrez également y lire deux fables bilingues écrites par Isabelle Pellé et traduites par Gilles Pennec.

An Dasson ("L'écho"), n° 69 est diffusé par Breizh ma Bro (Auray); la libraire en face de la gare (Auray); Coop Breizh (Lorient) et Lenn ha dilenn (Vannes), ou encore au Cercle Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (ancienne école), 56400 Auray. 5€ (7 € par la Poste). Tél : 02 97 29 16 58.

Starak 2009

starakfoto2.JPG
Ne oamp ket kalz d'ar gwener 3 a viz Ebrel paseet, er bar Breton, etre 30 ha 40, evit ar Starak : met domaj eo evit ar re n'int ket deuet. Rak plijus ha farsus eo bet : plijus da weled sketchoù, sonennoù, sonerezh, nevez savet (evit al lodenn vrasan) get an dud o-unan a zo begon gete. Traoù nevez, pe troet ag ur yezh all : ha "tuboù" a zo en mesk ar sonennoù, sur awalc'h. Salsa, jazz, blues, sonennoù hengounel, nevez pe troet : traoù a-bep sort a oa. Farsus ivez : ar pall a oa sevel traoù nevez e brezhoneg, ha traoù fentus. Hag ar pal a zo bet tizhet : c'hoarzet hon eus ! Ur c'han ha diskan hag a za da vout ur c'han hag emgann. Ur nebeut lennegezh tomm tomm tomm; ur juri dirollet awalc'h...Met ar re o deus manket ar Starak a c'hello mont d'ur filaj kabaret a vo savet get Kerlenn Sten Kidna e-pad Bro Alré Gouil bemdez, e-pad an dilost hañv !

Nous n'étions pas beaucoup le 3 avril passé, au bar breton : entre 30 et 40, pour la Starak; mais c'est dommage pour les personnes qui ne sont pas venues. Car cette édition a été plaisante et humoristique. Plaisante, car il est plaisant de voire des sketchs, chansons, musiques, nouvelles (pour la majeure partie) par les gens eux-mêmes, motivés. Des créations, ou des traductions d'autres langues : et il y a des tubes parmi les chansons, c'est sûr.Salsa, blues, jazz, chansons traditionnelles, nouvelles ou traduites : il y avait tous les styles.Humoristique aussi : car si le but est de créer en breton il est aussi de rire, en breton. Et le but, là aussi, a été atteint ! Nous avons bien ri ! Un kan ha diskan qui vire au pugilat. Un peu de littérature... chaude... Un jury joyeux... Mais les personnes qui ont manqué la Starak pourront aller assister (ou participer) au filaj-cabaret que Kerlenn Sten Kidna proposera lors de Bro Alré gouil bamdé, à l'automne.

CLM

Mont da jiboesat vioù Pask

viou-pask.JPG

D'ar sadorn 11 a viz Ebrel e oa deuet 16 bugel, ag ar skolioù Diwan pe divyezhek, da bark ar Vadalen e Pleuwigner. Deuet e oant da jiboesat, met petra'ta ? Pas ar gedon nag ar valafenned naket èl-rezon, met traoù é luc'hiñ e-touez ar geot, etre gwrizioù ar gwez, liv an aour, an argant pe ar ruzvaen dezhe. Emañ ret soñjal e oa tremenet ar c'hlec'hier dre Bleuwigner un tammig abretoc'h. Ne oa ket bet pell hor jiboeserien doc'h o  serriñ  dre ar park a-bezh. Àr-lerc'h e oa bet ur stal-labour liviñ. Vioù, klec'hier, yer a oa da liviñ, da ginkliñ.  Un enderviad bourrapl edan un heol skedus.

Le samedi 11 avril sont venus au parc de la Madeleine, à Pluvigner, 16 enfants des écoles Diwan et bilingues. Il sont venus pour une chasse un peu spéciale, il ne s'agissait pas bien-sûr de lièvres ou de papillons, mais de petites choses couleur d'or, d'argent ou de rubis, laissées entre les herbes ou les racines des arbres.  Il faut croire sans doute que les cloches sont passées par Pluvigner un peu plus tôt que d'ordinaire. Nos chasseurs ne furent pas long à récolter ces œufs à travers tout le parc. Ensuite a eu lieu un atelier peinture, c'est qu'il y avait des œufs, des cloches, des poules à peindre, à décorer. Un après-midi agréable sous un soleil printanier.

vioupask2.JPG

Kanomp Asampl 2009

skfilmigou.pngSetu ur c'hlip ag abadenn diwezhañ kanomp Asampl, kement ha reiñ deoc'h un tañvad anezhi. Aze e c'hellit klevet diskan " Kristenion Karantezus". hag un tamm ag "Er Saboter Koed". klikit àr "lenn ar peurrest".Kit e darempred geneomp evit tapout pe ar cd pe an dvd ag an abadenn (stenkidna2@wanadoo.fr).

Voici un petit clip tiré de l'enregistrement de la dernière session "kanomp Asampl". Cliquez sur "lenn ar peurrest" un peu plus bas. Vous pouvez entendre le refrain de "Kristenion Karantezus". et un extrait de "Er Saboter koed". Un cd ainsi qu'un dvd sont d'ores et déjà disponibles, si vous êtes interessés, envoyez un courriel à stenkidna2@wanadoo.fr.

Lenn ar peurrest »

Starak 2009

skfilmigou.pngSetu da heul un nebeut klipoù bet filmet da geñver ar starak 2009, bet dalc'het e Brec'h d'ar gwener 3 a viz Ebrel er Bar Breton. Ar re a faot dezhe sellet doc'h an abadenn a-bezh a c'hell monet e darempred get ar Gerlenn evit tapout ar bladenn(stenkidna2@wanadoo.fr).

Voici quelques clips de la "Starak 2009", qui a eu lieu au Bar Breton de Brec'h, le vendredi 3 avril. Pour obtenir un dvd de la dernière session de la Starak, envoyer un mail à stenkidna2@wanadoo.fr.

 

 

Lenn ar peurrest »

Enrolladenn an abadenn kizelliñ

Klikit àr "Lenn ar peurrest" evit gellet selaou an abadenn radio bet savet get Radio Breizh Izel da geñver ar stal-labour kizelliñ 'zo bet dalc'het d'ar 6.12.08.

Cliquez sur "Lenn ar peurrest" pour pouvoir écouter l'émission réalisée par Radio Breizh Izel, pendant l'atelier sculpture sur béton céllulaire qui a eu lieu le 6.12.08.

Lenn ar peurrest »

Kanomp asampl!

kanompbilans.png

Prezegenn Daniel Doujet a-ziàr skridoù Job Jaffré

job.png

Un tregont bennak a dud 'zo deuet d'ar yaou 19 a viz Meurzh, da selaou prezegenn Daniel Doujet, kelenner e Skol-Veur Roazhon, a-ziàr skridoù Job Jaffre, bet tolpet get ar c'helenner ul lodenn gentañ anezhe en ul levr:  "Etrezomp e Brezhoneg".

Une trentaine de personnes sont venues le jeudi 19 mars à la salle Sten Kidna, pour entendre la conférence de Daniel Doujet, professeur à l'université de Rennes 2, sur les écrits de Job Jaffré, dont une première partie a été réunie par le conférencier dans "Etrezomp e Brezhoneg" ("Entre nous en Breton").

Stal-labour arzoù plastek

arzplastek.png

D'ar 14 a viz Meurzh ez eus bet ur stal-labour arzoù plastek e sal Kerlenn Sten Kidna. Pemp den deuet ha tri bugel ag ar skolioù divyezhek 'zo deuet da gemer perzh en abadenn, da zeskiñ gober traoù get "paper gleb".

Le samedi 14 mars, le Cercle Sten Kidna proposait un atelier arts plastiques en breton. Cinq adultes et trois enfants des écoles bilingues sont venus apprendre à réaliser des objets en papier mâcher.

Aet eo Priz Sten Kidna get "Etrezek an Enez", Mich Beyer

prizstenkidnafin.png