Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Tro-vale e Lokoal-Kamors

 img_2120-resolution-de-lecran.JPG

Setu e berr-gerioù ha get fotoioù (pas kalz, ha lod  a zo dispis), un tañva d'an droiad a zo bet graet e Lokoal-Kamorzh en-dro d'an natur, tokoù-touseg, gwez... d'ar sadorn 22 11.

Un daouzeg bennak ac'hanomp a gemer penn an hent neuze.

Un arsav un tamm pelloc'h àr an hent ha setu an dud é fourbouchat a-gleiz hag a-zehoù hag é tegas ar pezh o deus gwelet. Ar rusulenn emetik (da lâret eo: a lak da reboursiñ !) get he goust loskus (ar re o deus tañvaet a c'hell testoniiñ), ar laezhog laezh-melen (Lactarius chrysorrheus) get e laezh gwenn hag a dro da velen… hag ur laezhog arall (lactaire) get ur laezh loskus, loskusoc'h c'hoazh evit ar rusulenn... Ma, rezi ag ur pred tokoù-touseg n'eus ket evit henoazh ! Met ne oa ket ar pal naket, evit lâret ar wirionez...

img_2126-resolution-de-lecran.JPG

setu ur menestin polipor bras, get stummoù ha livoù ag ar choaz.Setu re arall, c'hwerv o c'hig: Hypholoma sublateritium moarvat…Koll e hent dre ar c'hoad a ro an tu da welet traoùigoù a-feson:

 

 

 

img_2132-resolution-de-lecran.JPGUr lodenn ag ar strollad a oa aet fonnaploc'h ha peurchañs n'o deus ket gwelet an amanitenn wenn-mañ (marse a-walc'h Amanita verna) get he gwalenn hag he sac'h; unan hag a c'hell ho kas d'ar vered eo. Get unan hepken, ne voc'h marv marse ur seurt (ma n'oc'h ket ur c'hrouadur) met a-dra-sur e voc'h klañv-mat !

 

An heol a lugern du-hont, er mervent, goude un devezh gris…ha d'an tu arall, ur wezenn gurius; ur barr bras anezhi a zo aet da stagiñ en-dro doc'h an troñj pennañ hag en deus graet d'ar wezenn evel ur skouarn d'ur greg. Achu eo an droiad neuze, aet omp àr hor goarigoù, hag en despet mand d'an anoued o deus serret hon treid  omp kontant bout graet kammdroiennoù er c'hoadoù-se, ha barbotet ivez e-ser bale.

P.Dréan

 

Kalander ar blezad 2008-2009/ Calendrier

kalandercebrel091.png

Devezh ar Brezhoneg

 

devezhbrezhoneg.png

Devezhioù ar Brezhoneg e Bro an Alre :  700 den é kemer perzh en abadennoù.

 “Devezhioù ar Brezhoneg”,bet  dalc’het d’an 23 ha d’ar 24 a viz Gouel Mikel, o deus desachet tost da 700 den. Alejet int bet get Douar Alré a-gevret get Kerlenn Sten Kidna, da geñver gouel sevenadur Breizh e Bro an Alre, “Bro Alré Gouil Bamdé” e anv.

 D’ar yaou 23, da vitin, eo bet pedet ar skrivagner Yann Bijer da vonet e skol Diwan an Alre. D’ar vugale en deus kontet sorbiennoù tennet ag e levr « Kontadennoù ar gouelan masklet ». D’enderv en doa un emgav get skolidi hentenn divyezhek skol Pont-Douar, ha trede frantad Tro Bro an Alre Yann Bijer a oa e Skolaj Kêrfetan e Plunered. Degemeret eo bet eno get skolajidi an hentenn divyezhek bodet el levraoueg. Da noz e oa tro mediaoueg brec’h da zegemer Yann Bijer. Un ugent bennak a dud a oa deuet d’e selaou.

 Antronoz da vitin, sal « émeraude » e Lokoal-Mendon, cheñchamant aergelc’h : bodet eo àr-dro 450 bugel é tonet ag an eizh skol kinniget gete an hentenn divyezhek e Bro an Alre, evit sellet doc’h un arvest e brezhoneg. Get ar strobineller Efflam eo bet kroget an abadenn, goude eo deuet koulz ar c’hanaouennoù, hag àr-lerc’h hini an dañsoù. Da greisteiz eo bet tennet diàr e sac’h e damm bara pok-ha-pok get pep unan.

D’ar c’houlz-se eo ma tegouezhas an izili gentañ a Strollad ar Vro Bagan a voe kinniget ur pezh lakaet e brezhoneg gete : “Ar roue Ubu”, diàr skrid Alfred Jarry.

E-pad an enderv o deus bet tro skolajidi skolaj Pluneret da sevel goulennoù da c’hGoulc’han Kervella (rener ar strollad, aozour hag aktour anezhañ) ha da vBob Simon (aktour, getoñ eo c’hoariet Ubu, ha troour a bezhioù-c’hoari).

D’ar memes koulz e oa dalc’het abadenn “Kafe, bara-amanenn” e Pleuwigner, èl bep eil ha pevare gwener ar miz, e sal an Tanin get Kerlenn Sten Kidna. Ur pemzek bennak a dud a oa deuet da gaozeal, eskemm e brezhoneg.

 Da noz eo deuet 80 den da welet ar pezh-c’hoari, div euriad dezhi, a zo kontet troioù-kaer an tad hag ar vamm Ubu geti. Ul leurenniñ ag ar choaz, un arvest dispar, ha plijet e vijemp bet e vehe deuet muioc’h a dud d’e welet. Daoust da se e tlefe bout alejet en-dro « Devezhioù ar brezhoneg » ar blez é tonet, ha bepred da geñver « Bro Alré Gouil Bandé ».

A-berzh Kerlenn Sten Kidna, Christian Le Meut.

Journées de la langue bretonne en  Pays d’Auray : 700 participants environ
 

Les deux journées de la langue bretonne en pays d’Auray ("Devezhioù ar brezhoneg e Bro an Alré"), ont vu la participation d’environ 700 personnes cette année. Co-organisées par Douar Alré et Kerlenn Sten Kidna, elles avaient lieu dans le cadre du festival de la culture bretonne en pays d’Auray “Bro Alré Gouil Bamdé”.

Jeudi 23, l’écrivain bretonnant Yann Bijer a rencontré des élèves de l’école Diwan d’Auray pour leur raconter un extrait de ses Contes du goéland masqué . L’après-midi, il avait rendez-vous avec les élèves bilingues CM1-CM2 de l’école du Pont-Douar, et enfin la troisième étape du Tro Bro An Alré (tour du pays d’Auray) de Yann Bijer : le collège Kerfontaine de Pluneret où il fut accueilli par une vingtaine d’élèves de la filière bilingue. Réunis dans le CDI du collège.
Le soir, ce fut le tour de la médiathèque de  Brec’h d’accueillir Yann Bijer. Une vingtaine d’adultes avait fait le déplacement pour l’écouter.

Changement d’ambiance le lendemain matin dans la salle Emeraude de Locoal-Mendon où environ 450 élèves de huit écoles maternelles et primaires bilingues du pays d’Auray* étaient réunis pour assister à un spectacle en breton qui commençait par la prestation d’Eflamm le magicien. Ensuite, à 11 h, vint le temps de chanter, et celui de danser enfin. Sur le coup de midi, chacun sortit son pic-nic.

C’est l’heure à laquelle arrivèrent les premiers membres de la troupe Strollad ar Vro Bagan invitée à présenter, le soir, sa version bretonne du Roi Ubu, la pièce d’Alfred Jarry. Durant l’après-midi, les collégiens de Pluneret firent le déplacement pour rencontrer la troupe et questionner deux de ses membres : Goulc’han Kervella, son directeur (mais aussi auteur,acteur...), et Bob Simon, acteur, interprète du roi Ubu, mais également auteur (ou traducteur) de certaines pièces. Dans le même temps avait lieu un “Kafe bara amanenn”, rendez-vous des  bretonnants proposé tous les quinze jours à Pluvigner, salle du Tanin, par Kerlenn Sten Kidna. Une quinzaine de personnes avaient fait le déplacement pour discuter, échanger en breton.

Le soir, 80 personnes sont venues assister à la pièce qui, durant deux heures, racontait les aventures du père et de la mère Ubu. Une mise en scène particulièrement soignée. Un grand spectacle pour lequel les organisateurs attendait un public cependant plus conséquent. Malgré ce bémol, ces deux journées de la langue bretonne, fruit d’un travail collectif entre associations,  écoles bilingues, municipalités et Pays d’Auray, devraient être reconduites en 2009, toujours dans le cadre de Bro Alré gouil bamdé.

Pour Kerlenn Sten Kidna, Christian Le Meut


Skol-Noz e Sant-Ber Kiberen/Cours du soir à Saint-Pierre Quiberon

plijus1.jpg

Ur gentel brezhoneg live 1 a vo kinniget get Kerlenn Sten Kidna e Sant-Ber Kiberen a-benn dilun 13 a viz Gouel Mikel (Here), da 6e30 da noz e sal an ti gar (bourc'h Sant-Ber).
An dud a faota dezhe deskiñ brezhoneg a c'hello mont da weled Fabrice Cadou (ar c'helenner) d'an eur-se. Pellgomz : Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58.

L'association Kerlenn Sten Kidna lance un cours de breton, niveau 1, à partir de lundi prochain, 13 octobre, 18 h 30, à Saint-Pierre Quiberon (salle de la gare, bourg de St-Pierre). Les personnes qui veulent commencer l'apprentissage du breton pourront prendre contact ce jour-là avec le moniteur (Fabrice Cadou). Téléphone, Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58.